An delenn geltiek
Sonerezh keltiek klasel
Studioù Keltiek, Skol Sonerezh Hengounel, Bagad
Ar Rock Keltiek
Ar World Music
New-age, Lounge pe Ambiant Music
Doareoù Sonerezh all A-Vremañ
Sonerezh Hollvedell
An delenn geltieg


Da Alan ha d’e dad Jord Cochevelou hepken e tleer adginivelezh an delenn geltiek.

E miz Du 1953, er Maison de la Bretagne eo e teuas an taol da vat evit ar wech kentañ. Alan, bugel d’an ampoent (ne oa ket dek vloaz c’hoazh) a lakaas da dregerniñ telenn geltiek vreizhek kentañ an 20vet kantved (ur benveg gantañ ur son hep e bar). (Tro zo bet da lenn, amañ hag ahont, pennadoù gant R. Becker er gelaouenn “Musique Bretonne” pe c’hoazh er geriadur “Dictionnaire du patrimoine breton” skridoù direizh a roe da grediñ ne oa ar re gCochevelou tad ha mab ar re gentañ ; reizhet eo bet ar skridoù-se pa ne oa bet morse den araozo o klask adreiñ buhez d’an delenn geltiek e Breizh).

Deuet eo an huñvre gaer da wir e buhez ar sonerezh er vro er bloavezhioù ’50 a-drugarez da nerzh labour ha da zalc’husted Alan hag e dad (iliz-veur Gwened, an Unesco e 1954, an Olympia e 1955, h.a.) hag ivez a-drugarez d’an holl re a zo aet war o roudoù (Armelle Geraod, Soazig Noblet, h.a.).
An div bladenn gentañ gouestlet d’an delenn geltiek a oa “Musique Gaélique” ha “Telenn Geltiek” (an div-mañ a gaver bremañ strollet war ur CD).

Betek en Iwerzhon hag e Skos, er bloavezhioù ’50, eo en em ledet levezon ar Gochevelaoued ; ha diwar neuze eo aet, eno ivez, war greñvaat dihun lentik an delenn, daoust ma ne oa ket aet da get da vat er broioù-se.
D’o zro, en eskemm, e tigoras o mignoned a Skos hag a Iwerzhon dezho dorioù ar sonerezh gouezel gwirion.


Deuet e oa neuze an delenn geltiek da vezañ ur benveg brudet er bed a-bezh, dreist-holl a drugarez da Alan, kemeret gantañ adalek 1967, an anv a Alan Stivell.
Evit ar wech kentañ, e oa bet gwelet, er skinwel, war al leurennoù bras, er festivalioù rock eus ar re vrasañ, un den yaouank o kanañ gant e delenn varzhek tredan, gant un doare muzik a-raok ar c’houlz ha pobl war un dro.

E bladenn “Renaissance de la harpe celtique”, bet enrollet e 1970, a reas berzh bras hag a-drugarez dezhi ha da heul labour telennourien nevez e voe gwelet kantadoù a luderien oc’h ober telennoù ha miliadoù a vuzikerien e pevar c’horn bed a-bezh o seniñ outi.

Un efed en deus bet kement-se ivez war ar sonerezh a anver klasel : brud vat an delenn geltiek vodern a adroas lañs ha buhez d’an delenn dre vras er bed (koulz d’an hini glasel ha d’ar reoù all).

Setu amañ roll e bladennoù gouestlet d’ar benveg :
Telenn Geltiek, Renaissance de la Harpe Celtique, Harpes du Nouvel Age, Au-delà des mots.