« DANS LA  JUNGLE » (RENAUD)
VERSION BRETONNE (Alan STIVELL) :
                                                                        « ‘KREIZ AR JANGLENN »

 

Kreiz ar janglenn tri bloavezh,
Staget start ar minwask,
Gant tud foll ha fallakr
O terc’hel ‘nout dibaouez

Dalc’het out ‘el ostaj
‘N ur brezel hep pal,
‘N ur brezel a oa
Kollet pell ‘zo dija

Gwechall gozh ‘n em ouestle
D’ar frankiz an dud-se
Skopañ ‘ra ‘ne hirie
War gwirioù reizh mab-den

Fae ‘ra ‘ne war ‘r vuhez,
Fae ‘ra war ‘r vaouez,
Marv eo bleuñv an trec’h
War fuzuihoù ‘n divrec’h

                                          Da c’hortoz ‘reomp Ingrid
                                          Ha soñjal a reomp dit
                                          Dishual ‘vimp en diwezh
                                          Pa ‘vi dishual ivez

‘Kreiz ar janglenn tri bloavezh
Staget start ar minwask,
Ar fuzuilh hag ar vazh
A sell ouzhit dibaouez

Gerioù Stalin ha Mao
‘Gasont ‘barzh da zivskouarn,
Gwelloc’h ‘vidout, sur-walc’h,
Barzhonegoù Rimbaud

Marse ‘walc’h, ‘soñje dit,
‘Oa ‘ne, ‘n amzer gwechall,
Dougerien ar sklaerded,
Mibien Che Gevara

Diwezhat eo ‘r stourmer
Mitin ‘n abardaez meur,
‘Met kasoni ha droug
Ha dreist-holl arc’hant louz

                                             Da c’hortoz….

N’anaouan ket anv
An holl re, eveldout,
O sac’hañ ‘ba ‘n toull-bac’h,
Ostaj du-mañ, du-hont

Tud disanv, ankouet,
Gouzañverien dinamm,
Kollet ‘kreiz an emgann
Da bep tu barbared

Diouzh marc’hadourien dramm,
Brein ‘vel ar gouarnamant,
Gevier ar prezidant,
Gante ‘maout o c’houzañv

‘Vidout-te e kanan
Ingrid, c’hoant ‘m eus neuzen
Diskuliañ da emgann
Gant ‘n enebour ‘zaou benn

                                               Da c’hortoz….

‘Kreiz ar janglenn tri bloavezh,
Staget start ar minwask,
Gant ‘n avel e c’hwezh lemm
O tispakañ da vlev

Forzh penaos, chom a rez
Bepred seder ha kran,
Trec’h out war ‘r re-se
Gant nerzh spered ur vamm

‘Vit ‘n holl re a garez,
An holl re a gar ‘nout
‘Dorro ar chadennoù
Ha n’az brevo jamez

‘Tal arme an torfed
Ingrid Betancourt
Da anv ‘zo eñvel
Douzh ar garantez flour

                                             Da c’hortoz ‘reomp Ingrid
                                             Ha soñjal a reomp dit
                                             Dishual ‘vimp en diwezh
                                             Pa ‘vi dishual ivez